Les sessions | An dalc’hoù

– En français –

Le Conseil régional est l’assemblée délibérante de la Région. Lors des sessions, il décide des politiques régionales et oriente les futures actions. En début d’année, une session spéciale est dédiée au vote du budget.

Le Conseil régional de Bretagne compte 83 conseiller.e.s régionaux.ales issu.e.s des quatre départements de la Bretagne administrative : Côtes-d’Armor, Morbihan, Ille-et-Vilaine, Finistère. Ils sont élu.e.s au suffrage universel pour six ans.

Il se réunit au moins une fois par trimestre en assemblée plénière (session). Dans l’intervalle des sessions, la commission permanente se réunit une fois par mois environ pour prendre les décisions qui assurent l’exécution du budget annuel.

– E brezhoneg –

Bodadenn zivizout ar Rannvro eo ar C’huzul Rannvro. En dalc’hoù e vez kemeret an divizoù war politikerezhioù rannvro ha gwelet penaos durc’haat an oberoù da zont. E penn-kentañ ar bloaz e vez un dalc’h a-ratozh evit votiñ ar budjed.

83 dilennad·ez-rannvro a vez er C’huzul Rannvro. Dont a reont eus unan ar pevar departamant ar rannvro velestradurel : Aodoù-Arvor, Mor-Bihan, Il-ha-Gwilen, Penn-ar-Bed. Dilennet int bep c’hwec’h vloaz dre vouezhiañ hollek.

Bodet e vezont en emvod-meur (dalc’h) ur wech bep trimiziad d’an nebeutañ. Etre daou zalc’h e vez bodet ar bodad pad ur wech ar miz, dre vras, evit kemer an divizoù a sell ouzh lakaat budjed ar bloaz e pleustr.